Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 246 -
AR ZONER
____
Eun amourouzic am boa bet :
Zoner a oa, na ouien ket.
Me ’tapout ma dorn war he c’hodel.
O santout penn ar grosunel ;
’Tapout ma dorn war he c’hodellou,
O santout penn he oustillou.
Ha me o c’houlen diouthan
Piou a zône gant ar re-man.
— An neb a zôn gant ar re-ze
A vewje greg ha bugale.
An neb a zôn ar benniou,
A renc cât calz a oustillou :
Eun ibil beuz en he c’henou,
Ha war he zaouarn eur frenjou,
Dindan he gazel eur zac’h-lêr,
Ha gwascan warn han dre voder ;
Eur goz crosunel war he scoa ;
Joaüssad ann dud iaouanc a ra.
____________