Coulscoude ar merc’hed em c’halon a garan,
Mui ewit kement tra a zo ’bars ar bed-man.
Me am eus eur vestrès hac a zo diread :
Evel diou voul c’hillo ez eo he daoulagad ;
He muzel estonuz, he geno ’zo eur forn,
Ha, war ma fe, he fri ’zo kement ha ma dorn.
He diou-c’har ’zo gwenvet, he zreïd a zo scarbet,
He c’horf ’zo teo ha bezr, he bisaj picotet.
Honnès ’zo eur plac’h vrao, herve ma zantimant,
Rac honnès ’zo ezet, ’wit-hi na eo ket coant ;
Hac ewit kement-se me hi c’har dreist peb-tra ;
Pa welan anezhi, me am be calz a joa.
Ha me iello breman ewit hi zaludin,
Neuze me a welo penoz a raï ouzin.
Dleout a ra bea ravisset ma speret,
Rac me ’zo eun den brao, na pa ven em wisket ;
Ewit-on da veza mesaër ann denved,
Me na dlean foueltr tra da nicun war ar bed.
Lâro neb a garo, pa ven em gempennet,
Na on ket divalo ! — Ia, rèd eo d’in monet...
Annaïc ar Loarer, ar vesaërès saout,
Honnès eo a blij d’in, hac a rencan da gaoud.
Coulscoude eur vatès a zo ’bars ann ti-man,
Hac a blij d’in ive, pa hi c’honzideran.
Coanta da blac’h iaouanc ! Daoust-a be-lec’h ez eo ?
Me a garrie awalc’h beza en he graso...
Met me wel Anna o tont : brema nin a gomzo ;
Hac a welin hac hen blijo d’eï ma c’homzo.
— Demad d’ac’h, ma mestrès, oh ! ia, a galon vad,
C’hui a zo war ar bed plijadur ma lagad.
Oh ! ia, groac’h al linad gant ann hol on hanvet,
Ar vraoa feumeulenn a gement ’zo er bed ;
Me a zo, a dra zur dimeuz a galite ;
Ma mamm oa bastardès, ha me a zo ive !...