Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 240 -


Peb a gartier kig-sal, peb anduillenn,
Deus debret ar gemenerrienn

Ma lavare ann oac’h d’ar vreg :
— Ar re-man ’zo re get ho boed

Ma lavare ar vreg bôpred :
— ’Vit eun devez na zantfomp ket.

— Tap d’in ann alc’huez a lec’h-se,
’Vit ma roïn arc’hant d’ez-he.

Peb a driwac’h diner deus bet,
Peb a vonnet bihan deus grèt.


Charlès Mallégol.,
Montroulès.


____________



GROAC’H AL LINAD
(ZON AR MESAER MOC’H)
____


   Arsa eta, ez an da em lacaët caër !
Me gred ’z on eur pôtr brao, ewit eur mesaër.

   Met breman, pa medi ma loened o peuri,
Am eus c’hoant da vonet eun tu da bourmeni.

   Coulscoude pa deuan da em gonziderin,
Am eus eur vicher fall, pini na blij ket d’in,

   Rac falla da vicher a gement a gavfet,
Eo mesaër ar zaout, ar moc’h, pe ann denved.

   Me ho c’hasso d’ar gêr hac ho laco er porz,
Hac ho losco eno, na roan ket a forz ;

   Ha neuze me iello da weled ma mestrès,
En defot hi weled me hen em gav diès.

   Pa, zan da wel’d merc’hed, hol a lavaront d’in :
— Sellet pôtric ar moc’h ! ober ra d’in c’hoarzin !