Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KEMENERRIENN LANGOAT
____


Daou gemener iaouanc a Langoat,
      Ramazi, ramazen
      Faradi, maden !
Daou gemener iaouanc a Langoat
A zo deut du-man da labourad.

Oant ket antreet mad en ti,
Ho deus goullet ho dijuni.

Peb a greunenn, peb a vouchenn,
Deus debret ar gemenerrienn.

Ma lavare ann oac’h d’ar vreg :
— Ar re-man ’zo re ger ho boed.

Ma lavare ar vreg bôpred :
— ’Vit eun devez na zantfomp ke.

P’oa zonet dec heur e Runan,
Oa laket ar iod war ann tan.

Leiz ’r goter vraz betec ar c’hrignenn
Deus debret ar gemenerrienn.

Ma lavare ann oac’h d’ar vreg :
— Ar re-man ’zo re ger ho boed.

Ma lavare ar vreg bôpred :
— ’Vit eun devez na zantfomp ket.

P’oa zonet ter heur e Runan
Oa laket ar gleurc’h war ann tan.

Peb a grampoënn, peb a zoussenn
Deus debret ar gemenerrienn.

Ma lavare ann oac’h d’ar vreg :
— Ar re-man ’zo re ger ho boed.

Ma lavare ar vreg bôpred :
— ’Vit eun devez na zantfomp ket.

P’oa zonet seiz heur e Runan,
Oa laket ar pôd war ann tan.