He daouarnigo vô croppet,
Evel crabano eun tonsec ;
Ar c’hemener, diwar he wri,
A debro iot kement ha tri,
Ma lâro ar wreg d’he matès :
— « Gra da heman soubenn al lès ! »
P’ô azeet war he varlinn,
Neuze ’fredono ar c’hokinn !
Na davo tam ’bed ’pad ann de
Da drouc-comz deuz eur re pe re ;
Na davo tam ’bed ’pad ar zûn,
Da drouc-comz deuz he werz-butun.
Ar c’hemener, en eun ti mad,
N’ ra met cana ha c’huistellad,
Bouta he benn er prennecho,
Gerwel ar merc’hed d’ann danso.
Pa ia ’r c’hemener d’ann danso,
Carg he c’hodel a veskenno :
Neuze lâro ar merc’hed coant :
— « Setu arri pôtr ann arc’hant ! »
Ha ma lâro ann eil d’eben :
— « Ar c’hemener a vô ma den ! »
Ar c’hemener n’eo ket eun den
Met eur c’hemener na n’eo ken :
Ha na gle beza interret
Na ’bars ar parc, nac er verred,
Met ’bars eun tammic douar kerc’h,
Ha chass ar barrous war he lerc’h ;
Ann diveradur deuz ar gwe
Vô ’n dour binniget war he ve.
Marie Yanno,
Kerabin, septembre, 88.