Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/250

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
- 234 -


   « Mar arri ar goz vuc’h er gêr,
« Me werzo pemp scoed pep cartier ! »

   Pa oa tremen ’n hosteleri,
Hen staga ar vuc’h deuz ann ti.

   — « Hostis, reit d’in eur chopinad !
Me gred am eus grêt eur foar vad. »

   Hac ann hostis a lavare
Na d’ar c’higer iaouanc neuze :

   « — Pae da scodenn, ha kê d’ar gêr,
Tremenet out da vestr kiger,

   Man da goz vuc’h coueet a blad,
Hac astennet he fewar zroad ;

   Astennet he feder gar ganthi,
Hi anter debret gant da gi !... »


Françoise Bidew, Planiel.


____________



ZON AR C’HEMENER
____


Komenerrienn, pôtred a wri,
   Roule dira lan lire !
Eun etat trist eo ho hini,
   Roule dira lari lon la
   Roule dira lan lire !

   Eun etat trist eo ho hini,
O veza bemde ’n ti-man-ti !...

   P’antreo ’r c’hemener en ti,
E clasco affer deuz ar c’hi ;

   Ma lâro ’r c’hi ’wit he rezon :
— « Diwal, ma mestr, deuz al laeron ! »

   Pa ia ’r c’hemener breïnn d’he leïnn,
A frott he gôf, crafign he geinn :