Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 220 -


   Mont da baotr-marc’h, mar na eus den
D’hen instrui ha d’hen kelen,
Da gass ar bleud, kerc’had ann ed,
Da deskin eva gwinn ha poker d’ar merc’hed.

   Hac ar serjant, gant he bluenn,
Pa gommanz, hac hen ’ra ouspenn ?
— Oh ! brema comzet euz ar paotr
Na respect na pillic na pot,

   Marc’h na cazec, porc’hel na gouiz,
Porpant, roc’hedenn nac inviz,
Tranch na pal, na scudel,
Na loa na kerneubeud contel ;

   Ann ed er parc hac ann irvinn,
Ann teill, ar fagot hac al linn,
Hac anfin generalamant
’R pez ’zo indan ar firmamant.

   Mar ’n eus pouar digant eun all,
Ez aïnt gant-han hol, mad ha fall ;
Ez aïnt hol, na vano netra,
Hac e lavar : et coetera.

   Hac ar c’hemener, pa gommanz,
Hac hen ’ra he etad er-vad ?
— Evit laëres n’all ket nemeur,
Rac e ver bemdez euz he heul :

   Muzuret ve ann danveiou,
N’a gant-han met ar bevennou,
Hac eun neubeud euz a bep liou,
A-weziou ter, a-weziou diou.

   — Hac ar Meliner, pa gommans,
Hac hen ’ra he etad er-vad,
Ac’houde malan eur sac’had ?

   P’antreo, er c’hommansamant,
Santel a vezo, ’vel eur sant,
Prompt mad a raï, ha bleud munut,
Hac a plijo meurbet d’ann dut.

   Met heman, deus eur c’hostez all,
Pa deuer da glem ha d’hen tamal,
Gant eun nao pe eun du sermant,
Heman ho rento hol contant,