Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 206 -


   Met ar c’hloarec a zantas, a iès da doul ann nor,
Scoas dousic warnezhi, hac hen defoe digor,

   Ar bennherès a zonje, pa zigorras ann nôr,
Oa ann hini ordinal a c’houlenne digor ;

   Hac hi o laret d’ezhan : « Deut en ho cuele prest,
Ha pa pô debret ho coan, guisket ho roched fresq.

   Amourous ar bennherès eun neubeudic goude,
Pa oa ar c’hloarec ganthi, a erruas ive,

   Homan, a sonje ganthi oa ar c’hloarec iaouanc,
O teurel en he visaj cazi leiz he fot-cambr.

   Mont a eure ac’hane, hep dour a oa fachet,
En eur leuskel mil malloz war galon ar merc’hed.

   Gwalc’hi rencas he dillad kent mont dirac he dud ;
C’houez ar c’hristen, peurvuia, a gustum beza put.

   Pa difun al labourer, hac hen o font e-mès,
Na ma santas oa he vreur en cambr ar bennherès.

   Ha zellet ar finesse eure al labourer
Da dromplan he vreur cloarec ha groeg ar miliner !

   Pa retornas d’he wele, e tigass ar c’hawel
A gichenn guele ’n ozac’h, hep difunin ’r bugel,

   Er c’hoste all d’ann oaled, da gichenn he hini.
Eun neubeudic da c’houde, ar vroeg o tifuni.

   Mont eure ar vagerès e-mès, da em êzin,
Hac a oa c’hoaz morgousket pa retornas d’ann ti ;

   Troublet oa he zantimant da vroeg ar miliner,
Ma ’c’h es, diouz ar c’hawel, da vêt al labourer.

   N’oc’h eus ezom da c’houlenn, pa oa êt da vèt-han,
Hac hen hen efoa dessign da em divertissan :

   Al louarn pa dap eur iar, n’hi losq ket da redec ;
Eun den en tal eur feunteun na vir ket he zeched.

   P’hen efoa ’r c’hloarec iaouanc kemerret he gonje,
Deuz a gambr ar bennherès a deuas d’he wele.

   Arru en tâl he wele, a gafas ar c’hawel,
Hac hen ’vont er c’hoste-all, da vèt ar miliner.

   Setu tromplet ar c’hloarec, gant he hol finesse,
Pa eo diouz ar c’hawel e choasas he wele.

   Hac hen commans da c’hromman ar paour kès milinèr.
— Difun, ma breur, emezhan, poënt ê d’imp mont d’ar gêr.