Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/22

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


   — Ma merc’h, ’me ’r vamm, beza pô iod ?
— Ma mamm, ’me ’r plac’h, n'ê ket d’am got.

   — Ma merc’h, ha beza ho pô cod ?
— Ma mamm, gwell ve ganin eur pôtr.

   — Ma merc’h, ha c’hui, mezhi, pô scorn ?
Abredic crog ar bic ’n ho scouarn.

   — Ma mammn, ’mezhi, hac a ven dall,
Me ’m eus c’hoant-pôtr, couls hac eun all.

   — Me gred, ma merc’h, brazès ez oc’h ?
— Ma mamm, c’hui a zo bet kentoc’h.

   — Me gred, ma merc’h, ez oc’h brazès ?
— Ma mamm, c’hui ’zo bet aliès.

   — Ma merc’h, me lavaro d’am mab.
— Ma mamm, me ho tifi er-fad,

   Rac d’ho mab mar hen leveret,
C’hui a zo zur da voud lac’het.

   — Ma merc’h, ma merc’h, lès en ho fri !
— Ma mamm, ma mamm, coc’h ’n ho hini !

   — Ma merc’h, ma merc’h, poènt ho timi !
— Ma mamm, ma mamm, clasket goaz d’in !

   — Ma merc’h, ma merc’h, euz giès oc’h !
— Ma mamm, ma mamm, hugnodès oc’h !


François Corffc. — Duault.


_____________