Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 200 -

Me raïo d’ec’h eun habit, pewar pistol ouzpenn,
Ma dousic, ma c’harante, ebars en arc’hant gwenn.
      Ar plac’h a lavare, hep dont da em fachan:
— Comzo gwerzed ’zo fragil, n’allan ket em fian,
Mar dalc’hjen-me ann habit, hac ive ann arc’hant,
Neuze, nin rafe affer, kemeneric iaouanc...
Etre dec ha eunnec heur hec’h efomp da gousked,
Ann dorojo vo zerret, antren na allfet ket,
      Mes me a raïo moïenn
      D’ho chachan gant eur gordenn ;
      Ma guele zo huël braz,
      ’Bars ar peware estaj.
Neuze ’c’h a ar c’hemener, na joaüs mad, en kêr,
Ewit’ prenan eun habit deuz ar c’haëran mezer.
      An habit pa ê prenet,
      N’ eur zerviedenn ê paket,
      Gant ar pewar pistol,
      Sonjal oa zûr euz he dôl.
      Etre dec hac eunnec heur,
      Hen em gâf ar c’hemener ;
      He vestrès ’bars ar prennestr,
      Wit hen gortoz, ’zo chommet,
— Arsa ta, ma dous, ’mezhi, rèd a vô diwiscan
      Ho tillad, da gentan,
      Ewit ma vefet scanv. »
      Ar justaucorps, ar brago
      Ar boto hac al lairo,
      A zo lacad er baner ;
Ar plac’h ho zav pront en èr,
Neuze hen chach, gant poan vraz,
      Betec ann drived estaj :
      — « Ma daouarn ’zo sabatu ;
      Na ellan chachan mu.
      Mar na alles digrapan,
      Dit-te vô ar gwassan. »
      Hac hi o staga ar gordenn,
      Er prennestr, deuz ar varrenn.
      Ar prennestr neuze a zerras.
      Ar c’hemener a chomm en noaz,
      Epad ann noz cravastel,
      En he roched, er baner,
      O vriata ar voger.
      Tapet oa ar c’hemener !
      Ann deiz war-lerc’h ar beure,