Ha dindan ann dimezel, eun hinviz lienn stoup,
A vô griet gant fissel, ha c’hoaz vô toul partout.
Ar zôn-man ’zo compozet gant eun denic iaouanc,
N’hen eus netra da vewan nemet he dammic poan.
Françoise Mao, Planiel.
Arri Pasq, ’me ar serjant,
Me ’c’h a breman, incontinant,
Da gâd ar person pe ’r c’hure,
Da gonta d’hê darn ma doare.
Dom Simon ’zo re gurius,
Dom Gilès ’zo re scrupulus ;
Ar person n’eman ket er gêr,
Ar c’hure raïo ma affer.
— Demad d’ec’h, aotro ar c’hure,
Arri on d’ho câd adarre.
Pe-geït ’zo, mar oc’h eus sonj mad,
’Boue n’oc’h ket bet o covesâd ?
Naontec vla ’zo, tost da ugent,
Pa erruo goel ann Hol-Zent.
Penos, ’mez-han, ma bugel kèz,
Na oas-te ket er Gristenès ?
Hac ’vijes bet en Hiberni,
Pe en Bro-Sôz, pe en Turki,
As bije bet bêlec bennac
Eur vech ar bla, d’hes covesâd.