Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —


Mari Bec-Aroc a gommand
War ar c’honseil divrago,
Ha hep caout neubeud a damant,
A tigor franc he geno.

Pa na deus ket war he bisaj
Na moustacho, na baro,
E rèd d’eï cât ann avantaj
Da dicria tud ar vro,
Gevier, soupçoni, gwall gomzo ;
Tud a bep sort qualité ’zo.

Mari Bec-Aroc ’zo stipet
’Vel ann huella noblans,
Dommaj ê pa n’eo ket pried
D’eun den pinvidic a Frans.

Pa ’z ê prinsès ann diegi,
Comtès al liboudenno,
Ha dukès ’vit al loustoni,
Marquisès ar strakello,
Gouarnerès ar Jolori,
Ha baronès ar pillo.

Ar re wassa da dicria
Ar re êt ’bars ar fortun,
È ar goz wrac’hed didanted,
Merc’hed chomet hep nicun,

Ha merc’hed chomet da loeda
’N defôt tapout eun tam goaz,
Hac a gommans breman facha,
Dre ma na deu den d’ho choas ;
Coulscoude ann hini gosa
N’ê ket tri-ugent vla c’hoas.

Kerkent ma vô hanvet ama
Daou den iaouanc da dimî,
E vont d’al lun mintinn galvet
D’ar c’honzeil braz gant Mari.

Ped conseiller a vô gwelet
O vont gant he votou bèr
Wit-ober ar gwella moyen
Da dori prim ann affer ?
Ar plac’h a vô eur gigodenn,
Pe ar goaz a vô mezwier.