Selaouet hol, ha selaouet
Eur zôn ’zo newez gompozet ;
Eur zôn zavet a newez flamm,
A zo grêt d’eur verc’h ha d’he mamm.
Zavet ’zo disput etrez-he,
Da c’hoûd pini a zimêje.
— C’hui, ma mamm, ’zo erru en oad,
Hac a zo poent d’ac’h parfetad.
— Tawet, ma merc’h, na gomzet ket,
Pe me roïo d’ac’h war ho pec ;
Pe me roïo d’ac’h war ho pec,
Hac ho tisco da wall brezec !…
Fachet ar verc’h, êt en coler ;
Partia a ra euz ar gêr.
Mes evel ma oa eur pez-fall,
Ec’h es d’ober eun dro en Gall.
Homan oa zod, c’h es war he lerc’h :
— Dizro, ha deus d’ar gêr, ma merc’h !
Dizro, ma merc’h, ha deus d’ar gêr,
Te as po paotr, pa t-eus affer.
Me lezo ganid ar vicher,
Na pa ’z out capabl d’hi c’hober ;
P’out capabl d’hi c’hober, de, noz,
Rac me, ma merc’h, ’zo arri coz…
— Jezus ! ma mamm, clanvez on-me.
— Ma merc’hic, kerz en es cuele ;
Ma merc’hic, kerz en es cuele.
— Ma mamm, ne n’an ket foeltr fete !