Vel na oa met he voukedo
A oa joa vraz ’bars en Jilo.
Ma tremenfe Jilo ama,
O vont d’ar gêr gant car Anna,
Kement a zo en assamble,
Ha na ve ket iac’h, a c’hoezfe,
O welet Jilo c’hober gar,
’N kefer Anna, ’tougen he c’har.
Ha d’ober he ambarasso.
’Vel pa dije camarado.
Anna, pa deus bet intentet,
En he boutail a zo croget :
— D’efa d’ho iec’hed Isabel,
Pê nem gavet mad ann awel ;
Ewit-on me na non ket coant,
Bepred plijan d’ann dud iaouanc.
— Hol pez omp ama, mar ’m emp c’hoant,
’M emp ar seurt-ze, gant hon arc’hant,
Kercouls ha te, fass picotet,
Lagad du, genô didantet !
N’oûn ket piou a gemer frejo
Da zigass dit-te boukedo.
Na pa deuio dit c’hoant dimi,
Na gavi den d’hes eureuji !
Nac as-pije te pemp mil scoed,
Ma vijen pôtr, n’hes gouljenn ket...
Met ezom ’m ije eur spontail,
Da ober ze tapfes da daill.
— Ewit-on na non ket stipet,
A ran ma zremen dre ar bed,
Couls ha ma ra pompinello,
Crampous pardon, liboudenno ;
Da c’houec’h miz goude vent dimêt,
Eur vez ve d’ann hol ho gwelet !
Me a wel cals a verc’hed coant
Ac a deu en-he chanchamant ;
Faineant vent, evel ar chass,
Nemert dre forz na chanchont plass ;
O sonjal bewa gant coantiz,
Elec’h bewa gant honestiz.
Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/196
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 180 -