’C’h a da gass d’ezhi eur bouquet,
Ha, d’abarde, hep lacâd mar,
’C’h a ar pôtr da dougen ar c’har.
Pa oa zonet creiz-de anter,
’C’hantren eur plac’h, gant eur baner,
Lec’h ma oa ’r merc’hed o nea,
Da reï eur bouquet da Anna,
Hac ive eur voutaillad winn,
Eun daou pe dri grapad rèzinn.
Ar plac’h gommans he discourio,
Pa oa o reï he frezanjo.
Met Izabel, pa deus gwelet
Da biou a roër ar bouquet,
A zav ar jalouzi ’n he fenn.
Hac a deus lâret evel-henn :
— Me a gred ê wit ober vil
Roër ann traou-ze d’ar pez-vil,
Pe ho deus grêt digass aman
Ewit hon lacad da flican.
Me ’meus grêt dre hol ma dever,
Cap d’hen ober c’hoas ’n hes kefer,
Ha bewet ’bars ann honestiz
Kercouls ha te, plac’h he bleo-griz.
— Ganit e-man ’n hol siou mad,
Ha bepred na zell den d’hes câd,
Nemet eul liper chopino,
Eur fouett-boutic, eur c’hrac-aotro,
A zo aze ’n ti n’oun pera,
Bet comerret wit he vara.
— Me gred d’in teus c’hoant da glewet
Comz dit deuz a diouc’har scarbet,
He vleo a liou ar c’harotès ;
Me gred d’in eo digant hennès
A teus bet da voutaillad-gwinn,
Da voukedo ha da rèzinn.
— Beza hen eus commoditè
Da brena ’r pez, ’n ô bolonte,
Ha na laca ket he arc’hant,
Vel ma ra da c’halant iaouanc,
Da c’hoari paotr ha da roula,
Hep cât dillad da em wisca.
Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/192
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 176 -