Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


« Foet hi voutic, foet he drantenn, fouetet teus da gorbillen ! »
Lâro ’r lapoused ac’hanon, na pa vin-me o tremen ;
Ha c’hoaz a lavarfont ziouas ! pez a reï d’in muia poan,
Duont n’efi na gistr, na gwin, na ken neubeud dour, met tan ! »


Canet gant Job Genveur. — Plouaret, 1840.


____________



AR MEZVIER
____


   En han’ Doue, ma mignoned,
Pa vin claonv, deut-hu d’am gwelet.
         Oh ! drin drin drin !

   Deut d’am gwelet, pa vinn-me claonv,
Keuz ho pô d’in-me, mar marvan.

   En han’ Doue, marv pa vin,
Na zonet ket a c’hlaz d’in ;

   Ar werenn hac ar pinto,
Ar re-ze d’in a zono.

   Pa vin-me marv, ma interret,
Ha n’am lakit ket er verred ;

   Ma lakit en cav ar gwinn,
Ma genaou indan ar pinn ;

   Ma zreid indan ar varikenn,
Ma genaou indan ar pinn ;

   Ar varrikenn pa didalo,
Pebeus corfad me a raio !

   Pa vin-me marv hac interret,
N’am lakit ket bars ar verred ;

   Ma lakit indan ar pinsinn,
Tolit warnhon gistr ha gwinn,

   Ma lâro paotred ar werenn :
— Lâromb gant-han peb a bedenn :