Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/18

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —


GOUSPERO AR C’HOUILED
____


   — Yann, Yann, Yann, Yann, ma mab,
Da biou timezet hirie, Yann ma mab ?

— Da verc’h ar Roue Franç, ma mamm, clewet a ret ;
C’hui zonj d’ec’h timêin d’unan all, mes na rin ket.

   — Yann, Yann, Yann, Yann, ma mab,
Petra rôïn d’hê da dibri, Yann ma mab ?

— Couraillo laou ha teodo c’hwenn, ma mamm, clewet a ret ;
C’hui zonj d’ec’h rin kig glujar d’ar re-se, mes na rin ket.

   — Yann, Yann, Yann, Yann, ma mab,
Petra rôïn d’hê da efa, Yann ma mab ?

— Eur bannac’h stott penn-moc’h, ma mamm, clewet a ret ;
C’hui zonj d’ec’h rin gwin Spagn d’ar re-se, mes na rin ket.

   — Yann, Yann, Yann, Yann, ma mab,
Pelec’h lakin ’nhê da gousked, Yann ma mab ?

— ’N craou ar pen-moc’h vent laket, ma mamm, clewet a ret ;
C’hui zonj d’ec’h lakin ’r re-se ’n eur guele plun, mes na rin ket.


Couillec, Kéméner. — Guerliskin.


_______________