Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/168

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 152 -


— Lakit ann dour en eur werenn,
Ha me zur hen zello zoudenn...

Kit d’ar gêr ha larit d’ho plac’h
Abarz ann nao miz a vô iac’h ;

It-hu d’ar gêr, leret d’ezhi,
Bugale seiz miz ’zo gant-hi ;

Bugale a seiz miz hanter,
Abarz ann nao miz vont er gêr.

Aotro Clerinn a c’houlenne
Digant ar meudeusinn neuze :

— Na c’houi a rofe d’in louzaou
Da zigass bihannic d’ann traou ?

Ar mestr meudeusinn a laras
D’ann aotro Clerin, p’hen clewas :

— N’ ê ket me zigasso ar c’hiz
Reï louzou d’ann dud a iliz ;

Reï louzou d’ann dud a iliz,
Abalamour d’ho zacrifiz.

— Na pa werzfenn va zoudanen,
Hen ô bihannic mezerenn ;

Na pa werzfenn va c’hollierou,
Hen ô bihannic bonedou ;

Na pa werzfenn va surpiliz,
Ec’h a bihannic d’ann iliz !


Chanté par Jeannette Le Roux. — Morlaix, 1876.


____________