Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 150 -


Chasseourien ’zo er vro-man,
A dap glujuri, hep tennan ;

A dap glujuri, hep tennan,
A dap ar c’had hep hi lac’han.


Charlès Mallegol. — Montroulez.


____________



PERSON CLÈRIN
____


Mar plij ganec’h a zilaoufet
Eur zon ’zo newe gompozet ;

Da berson Clerin ec’h eo grêt,
Abalamour d’he dous Jannet.

— Ma dous Jannet, d’in-me leret,
Pelec’h man ar boan c’houzanvet ?

— Etre va estomac ha va c’hlinn,
E-man va foan, aotro Clerinn ;

Etre va estomac ha va chouc,
Aotro Clerinn, eman va drouc.

— Hac e-leal, va dous Jannet,
Ho rapport d’in-me a rofet.

Aotrou Clerin a vonjoure,
’N ti ’r meudeusinn pa errue.

— Meudeusinn, leret d’in breman
Ha c’houi a zelfe ann dour-man ?

Heman ’zo dour eur plac’h iaouanc,
P’hini ’zo pell-zo languissant.

Ar mesir meudeusinn a lâras
Da berson Clerinn, p’hen clewas: