Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eur c’had penn-gwenn ’n eus remerket,
Fanchonic coant hen eus gwelet ;

Fanchonic coant hen eus gwelet,
Ha digant-hi hen eus goullet :

— Fanchonic, d’in-me leverit,
Pelec’h oc’h bet, pelec’h ec’h it ?

— ’Cass va zaout d’ar parc me ’zo bet,
Ha d’ar gêr me ’zo dizroët.

— Leverit d’in-me, Fanchonic,
Petra lavar ho calonic ?

’Vit va c’halon na lâr netra,
Hac ho hini a lâr petra ?

— Ma c’halonic a lavar d’in
Na carout mad neb e blij d’in ;

Dezirout vad da beb unan,
Hac ar gwella d’in va hunan.

Fanchonic, d’in-me leveret,
C’hui rofe eur poc d’eur belec ?

— Oh ! ia, na pa ve daou a ve,
Pa ’z omp gwelet gant ar c’hure.

Pa oa ann abat o poked,
E oa ar c’hure o sellet.

Nac ar c’hure a c’houlenne
Digant ann abat, en de-se :

— Pa ’z eo er chasse ez oc’h bet,
Pelec’h man ar c’had ’p eus tapet ?

E-tre va zog hac ann douar,
Am eus bet tapet diou glujar.

Ne pa am eus va zog savet,
Ann diou glujar ’zo achappet.

Ann otro cure lavare,
Er gador sermon pa bignè :

— Tado ha mammo, me ho ped,
Ha c’hui mestro ha mestrezed,

Cassit ho pôtred da vessan,
Dalc’hit ho merc’hed da nean,

Dalc’hit ho merc’hed da nean,
Chasseourien ’zo er vro-man ;