Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/162

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



   Neb a welje ar c’hure born,
Boutaillad gwin ruz en peb dorn ;

   En peb dorn boutaillad gwin ru,
Vont etrezec ar Voustevu ;

   Vont erezee ar Voustevu
Da welt he eontr, ar c’hure du !

   Ar c’hure du a lavare,
’Bars en Gwengamp pa arrue :

   — Ha c’hui ho pe ar gomplezans
Da gana d’in zôn ann noblans ?

   — Zon ann noblans na ganin ket ;
Bâl ar vêleïen sermantet ;

   Bal ar vêleïen sermantet
A ganin d’ec’h-hu, mar caret...

. . . . . . . . . . . .

   Sellet a dreon, sellet arôc,
Me eo zur groeg person Duault.


Chanté par Marie-Anne Le Noan. — Duault.


____________



ABAT PLOUNEVEZ
____


Eun abat ’zo en Plounevez
A zo dallet gant ar chassè.
Six bonnes aventures, ma moitié,
      Six bonnes aventures.

Nac hennès a zao mintinn mad,
Da vont da chasseal d’ar c’hoad.

Nac er c’hoad pa ’z eo antreet,
Eur c’had penn-gwenn ’n eus remerket ;