Me am eus triouac’h ijenn,
Triouac’h ijen, triouac’h ijenn,
Me am eus triouac’h ijen, eu eost foenn war ar prad,
Pimpaon, faradaon !
Da reï d’am mewel bihan da zont d’ho kemerrad.
Jaquetta ar Brun. — Pedernec.
Eur gemenerès iaouanc, a barrous Lannuon,
A deveus grêt rochedo d’ann aôtrô ar baron.
Novembre, décembre,
Le premier jour de mai.
P’oa achu ar rochedo, hac hi d’ho c’hass d’ar gêr,
Hac hi rancontr al lakès hac ar palafrigner :
— Leret-hu d’in, lakezic, hac hen ’man ’n aôtrô ’r gêr ?
Ia, ’mezhan, kemenerès, ’man ann aôtrô er gêr...
— Antreet, kemenerès, antreet, ’bars ar zâl,
Ha c’hui po gwinn da efa gant ma gwerenn gristal.
— Caret ran, ’mezhi, ann aour hac ive ann arc’hant,
Ha cousked gant eun aôtrô me ra ive, contant.
Pa ’c’h a ar gemenerès na gant ar vinz d’ar crec’h,
A chach an aôtrô warnhi, ken a strake he brec’h.
Ann dewarlerc’h ar beure, ’benn ma oa deut d’ann traou,
A divere ann daelou en traou gant he botou.
— Aôtrô Doue, emezhi, para lârin d’am mamm ?
Bete ’n oad a daouzec vloaz, me ’m oa bewet divlamm ;
Bete ’n oad a daouzec vloaz, me ’m oa bewet divlamm,
A-benn a vin trizec vloaz, me a vo merc’h ha mamm !