Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


   — « Dalit ho merc’h, Fanch Ar Floc’h, ha grêt ho mad gant-hi,
« Rac me ’m eus cavet un-all, a zo ken coant ha hi.
« N’eman ket he-hunanic, a drugare Doue,
« Me am eus poaniet gant-hi, coulz en noz hac en de. »

   Tostaët, camaraded, da evan eur banne,
Da iec’hed Marivonic, zo claonv war he guele.
Pa oa ar baotred iaouanc o composi ho zon,
Oa eur Barnabas bihan ’pocad da Varivon. —


____________



AR VATÈS BRAZES
____


      Ma matès a zo brazès,
      A zo brazès, a zo brazès ;
Ma matès a zo brazès, nec’h vraz am eus ganthi,
      Pimpaon, faradon !
Ann darn-vuian ma moïenn a iell d’hi gillioudi.

      — Leret-hu d’in, Jannedic,
      Ma Jannedic, ma Jannedic,
Leret-hu d’in, Jannedic, pe-lec’h e oac’h cousket,
      Pimpaou, faradaron !
Ha piou ’n eus grêt ann affer hac a neuz he tapet.

      — Ebars en cambr ann dourel,
      Cambr ann dourel, cambr ann dourel,
Ebars en cambr ann dourel, war eur guele izel ;
      Pimpaon, faradaon !
’N hini ’n eus grêt ann affer, aôtro, ’c’h ê ho mewel.

      — Para oa d’ac’h-hu, Jannet,
      D’ac’h-hu Jannet, d’ac’h-hu, Jannet,
Para oa d’ac’h-hu, Jannet, para na griec’h c’hui ?
      Pimpaon, faradaon !
— Arc’hant am boa diganthan, ha mil vad a rê d’in !