Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 128 -


   — ’Wit hoc’h unen na gousqfet ket ;
M’ho lacaï gant ma merc’h Jannet...

   N’oa ket êt ho zreid war ar banc,
’Sevel prepozio exselant.

   P’oant êt ho daou da repozi,
Na re met comz a dimezi.

   — Pe-seurt dimezel ez hoc’h c’hui,
Na ret met comz a dimezi ?

   — N’on na dimezel, nac itron,
Me ê ho cloarec, Jan’Yvon.

   — Warc’hoaz ar beure, pa zavfet,
Ho habit cloarec a vuisqfet ;

   Ho habit cloarec a vuisqfet,
Digant ma mamm am goulenfet...

   — Ma moereb coz, d’in-me lâret,
C’hui rofe d’in ho merc’h Jannet ?

   — Ma merc’h Jannet c’hui na pô ket :
D’eun all am eus hi frometet.

   — Pe am bô hi, pe n’am bô ket,
Eun nozwez ganthi ’m eus cousket.

   — Ma ’c’h eus cousket ganthi eun noz,
C’hui a raï ann ell, ha bemnoz ;

   C’hui a raï ann eil ha bemnoz...
Ha contantet iaouanc ha coz !


____________