Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/142

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 126 -


   Unan deuz ar gwall verc’hed a gommansas ganthan,
Da dont d’hen vituperi, da gana pouill d’ezhan,

   Ma renc ar paour-kès clanvour ac’hane partia,
Pe ’c’h ê peder loèn zodet dustu d’hen divlewa.


Couillec-Guerliscin.

____________



AR C’HLOAREC DIC’HIZET
____


 
   — Ma moereb coz, d’in-me lâret
Penoz galloud debauch merc’hed ?

   — Et-hu d’ar foar da Lanvezêc,
Ha grêt eno eur vestrezic ;

   Et-hu d’ar foar da Landreger,
Prenet-eun habit dimezel ;

   Et-hu d’ar foar d’ar C’hoz-Varc’had,
Chommet eun tammic diwezad ;

   Chommet eun tammic diwezad,
Goullet loja en ti he zad...

   — Bonjour ha joa hol en ti-man !
Ha lojet a vin-me en-han ?

   — Aman na vefet ket lojet,
Hep goûd a be-lec’h e teuët.

   — Me zo o tont deuz ar marc’had,
Ma goaz zo ’r gêr o labourad.

   — Diskennet ’ta ha deut en ti,
Laket ho marc’h er marchossi ;

   Laket ho marc’h er marchossi,
C’hui deuio da goanian ganin.

   N’oa ket ho c’hoan hanter-debret,
Ar boan ’n he fenn a zo scoet ;

   A zo scoët ar boan ’n he fenn,
Gant aoun na gousqje hec’h unen.