Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/140

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 124 -


PAOTRED SANT-ALER
____


   Paotred Sant-Aler lâre, eun nozvez goude coan ;
— Demp-ni, e-mê ar baotred, na d’ar Gachin vihan :

   Sclezr ec’h ê zavet al loar, brao braz a vô monet ;
Eno clewan lavaret man noz ann neadec.

   Ar merc’hed iaouanc lâre ann eil d’eben an-hê :
— Me glew arri ’n eur gana Jan-Mari ar C’horvez ;

   Na Jan-Mari ar C’horvez hac he gamaraded ;
Bremazon, pa vont erru, ni a vô regalet.

   Pa nem gav ann dud iaouanc a dremdostic d’ann ti,
A zao ar merc’hed iaouanc ewit ho zaludi :

   — Zalut d’ec’h, paôtred iaouanc ! — D’ec’h, merc’hed, memestra !
Ar gwel dimeuz ac’hanoc’h a ra d’hon c’halon joa.

   — Pell zo dimeuz ’ann amzer n’am amp ket ho kwelet.
— War ar bord a eiz dewez, a respont ar baotred.

   — Zevet-hu, paotred iaouanc, zevet da grec’h ann ti :
Beza zo commodite wit rei d’ec’h da fumi ;

   Ha goude ma pô fumet, c’hui gafo merc’hed coant,
Pez a gerfet cajoli, herve ho santimant.

   Zonet ê dec, eunnec heur, ann anter-noz zonet,
Ma lavare ar baotred : — D’ar gêr ê poent monet ;

   ’R merc’hed iaouanc lâre : — Amzer awalc’h ho pe,
’C’hann da warc’hoas ar beure, p’ô zavet sclezr ann de ;

   ’C’hann da warc’hoas ar beure, pa zavo ann de sclezr,
Welfet mui a sclerijen da vont treuzec ar gêr.

   Neb dremenfe Kermarec, d’ann heur a anter-noz,
A glewfe Fanch ar Morvan o stottad war ar plouz ;

   Neb dremenfe Kermarec, d’ann heur deuz a greiz-de
Welfe ninsellio ’r Morvan o zec’han ’n bec ar gwe.

   Nac en gra Luzividi [1], ’n kichen ti ar Werc’hès,
Unan deuz ar Gaboned zo nem gavet diès ;

  1. Luzividi grande côte sur l’ancienne route nationale du Ponthou à Morlaix, sommet de laquelle il y a une chapelle dédiée à la Vierge.