En ti ar Gludic, en Sant Quai (bis)
’Couscont pewar en eur guele :
Ann diou vatès, ar plac’h ann ti,
Ha Galibod, ’mê, pa arri.
Ar vatès vihan a lâre
D’ar verc’h-henan, nac en noz-se :
— « Lest ’vô digor dor ann antre,
Ma teui Galibod d’hi vuele ?
« Lest ’vô digor ann orojo,
Ma teui Galibod, pa garo ? »
Ar Gludic coz a lavare
Na d’he bried Fant, en noz-se :
— « Eun dourni vraz am eus clevet ;
’Man Galibod gant ar merc’hed.
Allumet golo, mar ’zo tan,
Ma ’z in da welet ma unan...
— « Eun dourni vraz am eus clevet,
’Man Galibod aze, merc’hed.
— « N’ man ket, ma zad, nem drompla ret,
Rac Galibod n’ê ket deuet ;
« Met p’astennomp hon diwarou,
Nac a wigour ar garanou...
En de war lerc’h, ar Gludic coz
A oa war geïnn eur c’hoz-varc’h coz,
Hac arc’hant ganthan, leiz he doc,
Da lacad crouga Galibod.
— « Galibod crouget na vô ket,
Ho merc’h henan hi deus lâret ;