Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/132

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 116 -


   — M’am be arc’hant ar c’habitenn,
M’hen eureujo, a dra certenn.

   Eur vantel vad ’zo war he chouc !
— Mantel eul laer diouz ar groug ;

   He dad ’zo bourrew en Kerhès,
He vamm ’zo eur ragacherès ;

   He vamm ’zo eur ragacherès,
Marc’hadourès pour ha panès !


Marthe Thoraval.


____________



AR VESTRÈS GAOUIAD
____


Me ’m oa choazet eur vestrès hac a blije d’in,
Hac oc’h essa hi zrompla a oan tromplet gant-hi.
         Et rabari, coucou Marion,
            Et rabari, coucou !

Ha me o c’houlenn ont-hi, ken coantic ha ma oa,
Ha me o c’houlenn ont-hi ha dimezet a oa.

Hac hi o respont d’in-me ’wit dimêt na oa ket,
Mes arri oa war ar poènt hep dale da voned.

Hac hi o respont d’in-me a oa merc’h eun ti mad,
A oa pewar c’har houarn na dindan loch he zad ;

A oa pewar c’har-houarn na dindan loch he zad,
Ha pewar vad a gezec a oa d’ho charread ;

Ha pewar listri carget a defoa war ar mor,
Hac ebars en Sant-Malo, peder dor franc digor

Mes ar peder dor digor defoa en Sant-Malo
A oa eun tammic ti pri gant tammô prennechô ;

Ar pewar listri carget a defoa war ar mor
A oa peder houadès o vragal war ann dour.