Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/130

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



   Na kerkent ha ma tarch ann de
Hi o sevel euz he guele :

   — Roët d’in-me, hostizès coant,
Ma balisenn aour hac arc’hant,

   ’Wit mont d’ober eun dro en kêr
Da c’hortoz ’n aotro da zevel.

   Ar Geldon braz a c’houlenne
Digant ann hostizès neuze :

   — Roët d’in-me, hostizès coant,
Ma balisenn aour hac ar’hant.

   — Salv ho crâz, aotro, na rin ket,
Roët am eus hi d’ho pried.

   — Ha possubl pe grêt ann dra-ze ?
Honnès na oa ket groeg d’in-me.

   — Brassoc’h pec’her a oac’h a ze,
Cousket ganthi ’r memes guele.

   — Aotro Doue ! petra lârin
D’am groeg, er ger pa arruin ?

   Laret ’vin war ann hent lêret,
Cavet eur buguel dilezet ;

   Cavet eur buguel dilezet,
Truez outhan ’m bô comerret.


____________



MESTRES AR C’HABITENN
____


   Ma mammic paour, lâret c’hui d’in — oh ! ié.
Pe me zimeo, pe na rin. — oh ! ié

   Pe me zime, pe me na ran,
Cabitenn iaouanc a gavan.

   Cabitenn iaouanc a gavan,
Ha pemp cant scoet da zont ganthan.

   — Zunet he arc’hant digant-han,
Ha goude c’hui raï goab out-han.