Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —


            — Ma merc’h, achuomp hon discouriou,
            Ha demp-ni da skrivan lizerou,
Da gass d’ann dragon kenta, (na gollo ket he boan)
D’eureuji Madelonic hac he dragon bihan.


____________



ZON AR BOTO LEZR
____


   Disul ar beure, pa zavis
Na ti ma mestrès a oelis,

   O palafron, fron fron,
Na ti ma mestres a welis.

   Ha me dmadelonicwiskin ma boto lezr,
Hac o vont dmadelonichi guelet gant êr.

   ’N toull ann nor, pa oan arriet,
’Oa êt ma mestrès da gousket.

   Me ’voutan ma fri ’n toull ann alc’houe,
O welet ma mestrès ’n hi guele.

   Ha me ’tôl ma boto ’n creiz ann ti,
Oc’h ober eul lampic da vèt-hi.

   ’N dewarlerc’h ar beure, pa zavis,
Tanfoueltr eur votès na welis.

   — Leret-hu d’in, ma mestrès vad,
C’heus ket gwelet ma boto coat ?

   Unan dizeul, eun all divec ?
Riwinet on, mar int collet.

   Mar get disul da foar Langoat,
Digasset d’in eur boto coat.