Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 106 -


N’det ket dre ma leur,
Da voustran ma fleur,
Côl, pour hac ognon,
Zivi ha cresson ;
Tolet plouz en tan,
M’ho cuelin, ma mignon !


Intanvez PeutiteKerbors.


____________



MADELONIC
____


            Ma mije eun tammic amzer,
            Pluenn, ha liou, eun tamm paper,
Me gomposje eur chanson, a vije diread,
War zujet eur plac’h iaouanc, hi deus bet calonad.

            He mamm deus hi c’honsideri,
            Eun de, a c’houlenn diganthi :
— Terrupl ho cafan chanchet, ma merc’hic Madelon !
Ho pisaj a zo melenn evel eun tamm sablon.

            Ma merc’h, m’ho peus eun nep clenved,
            Nac ouzin-me hen anzavet.
Me a iel ractal en kêr, d’vit eur meudeusin mad,
Na ma merc’h Madelonic, evit dont d’ho cuellâd.

            — Ma mamm, kent ewit ma guellâd
            Ve rèd caout eur paotr dilicad,
A zo êt d’ann Itali, eun neubeud amzer ’zo,
Ha, mar na retorn d’ar gêr, ma c’halon a ranno.

            — Me ’zo ganec’h-hu souzet,
            Pegen abred ez oc’h manket ;
Na oc’h nemet c’huezec vloaz, o crigi en seitec,
Me zonje d’in a vagenn eur plac’h fur ha parfet.

            — Na, ma mamm, ma oc’h eus zonj mad,
            Ez oac’h manket er memeuz oad.
Na oac’h nemet c’huezec vloaz, o crigi en seitec,
Pa poa contragnet ma zad, ma mamm, d’ho comerred !