Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/114

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 98 -


SON IANNIC MIHIEC
____


   Iannic Mihiec ’grié forz,
War leinn he geinn, en creiz ar porz.

   Hac ann itron a c’houlenne
Digant Iannic, pa hen clewe:

   — Iannic, Iannic, lavar d’in-me
Perac, paotric, ma oeles-te ?

   — Atô, Itron, na mar credfenn
Monet en ho ti, hec’h afenn.

   — Iannic, Iannic keiz, deuz eta.
— Itron, me ho trugareca.

   Ha pa oa Iannic antreet,
Iannic keiz a oele bepred.

   Hac ann Itron a c’houlenne
Digant Iannic, pa hen gwele :

   — Iannic, Iannic, lavar d’in-me
Perac, paotric, ma oeles-te ?

   — Atô, itron, na mar credfenn
Monet en ho sal, hec’h afenn.

   — Iannic, Iannic keiz, deuz eta.
— Itron, me ho trugareca.

   P’oa Iannic er zal antreet,
Iannic keiz a oele bepred.

   Hac ann Itron a c’houlenne
Digant Iannic, pa hen gwele :

   — Iannic, Iannic, lavar d’in-me
Perac, paotric, ma oeles-te ?

   — Atô, Itron, na mar credfenn
Debri hac evan, hen grafenn.

   — Iannic, Iannic keiz, gra eta.
— Itron, me ho trugareca.