Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


   Ma zeod a destamantan da Janedic Ar Bon,
Ewit ma defo couraj da gana d’ec’h ma zôn ;

   Ma c’horn braz destamantan da gammic Ar C’here,
’Wit m’hen devo eur gokenn da efa Juffere.

   Eun all da C’habic Lapouz, n eus groeg carantezus,
A oar digemmer ann hol, den na ’n efe refus.

   Ma c’hrew a destamantan na da Fanch ar Gall braz,
’Wit ober eur berrukenn, n’ vô ket he benn en noaz.

   Ma fenn a destamantan da berson Plouillo,
’Wit ober gant-han eur voul da c’hoari ar c’hillô.

   M’ finesse destamantan d’Izidor ar Guyon,
’Wit ampad dreist ar muriô d’vêd nizès ar Person.

   Ma bouello destamantan da verc’hed Trezini,
’Wit ober gant-he kerdenn da lacad d’ho c’hiri.

   Ma c’halon destamantan da gure ’r Vinihi,
’Wit m’ hen dô eur galon dous, brema ’n eus unan gri.

   Ma diouc’har destamantan da Ervoan Gourio,
’Wit ober ant-hê bijer da lacad ’n he gleujô.

   Ma c’hroc’henn, destamantan da Annaic Tili,
Ewit ober eur vantel, na deus bet biscoaz hini.

   Ma lost a destamantan d’ar Groutic efer-gwinn,
Hen eus uzet he hini gant Fantic Tap-he-glinn.

   Ma reor a destamantan da C’hodic Penn-ar-Pont,
A deus foueltret he hini gant aotro ar Bescont.


Prat. 1868.


____________