Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TESTAMANT AR WIZ COZ
VARIANTE
____


   Ma zad coz Pipi Chato, ’zo eun den a fesson.
’Wit miz ar foenn tremenet ’n ’eus collet he gochon...

   Ar wiz coz a lavare, pa dostae d’ar banc :
— Reit d’in eun tammic amzer ma rin ma zestamant.

   Eur wadegenn d’ar person hac eun all d’ar c’hure,
Ma defo sonj ac’hanon, da dremenn mallarge.

   Eun tam dimeuz ma avu da Herri Lip-he-vec,
Hac eun tam deuz ma c’halon a vô roët d’he wreg ;

   Eun tam dimeuz ma skevent vô reit da Chato goz,
’Wit ma serro he gochon, p’ô arri tost da noz.

   Ar zon-ma ’zo compozet gant Herri Lip-he-vec,
Ha madam Lez-hi-gouintra a lerer deuz he wreg ;

   Ha madam lez-hi-gouintra, deuz ar penn all a gêr ....


M. M. Ar Bras.


____________



TESTAMANT AR C’HAVR
____


   Ar c’havric a lavare, pa oe leusket e-mès :
Mar vije out-hi harzet, n’aje ket da laeres.

   Na ma erruas gant-hi ar fripon Pirio,
Hi zreïnas e-mès ar parc, diwar bouez he c’hernio.

   Ar c’havric a lavare, pa dostaë d’ar banc :
— Reït d’in eun tammic amzer, ma rin ma zestamant.

   Ma lès a destamantan da vugel Coat-ann-Oan,
Marwet he vamm diganthan, hac hen ’zo c’hoaz bihan.