Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ha pa ouïnco ar c’hezec all,
Teï sonj d’ezhan deuz ar gazec dall.

Kesset ma fenn d’ar Frinaoudour,
D’ober eur vagic war ann dour,

Da vont d’euz ar bord-man d’ar bord all,
’Wit mont da Blourio da chasseal ;

Da vont da Blourio da chasse
Gonifed, lern ha c’houidi gouez.


Françoise Mao. — Planiel.


____________



TESTAMANT AR WIZ COZ
____


   Mar plij ganec’h, zilaouet, hac e clewfet cana
Eur chanson divertissant, ’zo zavet er bloa-ma.

   Neb welje Mari ’r Bonniec o vont ’n he c’hoef bihan,
Redec warlerc’h he c’hochon, bete bourg Perwenan.

   Ann hini goz a lare, en noz-se, d’ann ozac’h :
— Rèd a vo cass ar c’hochon na da Beurit-ar-Roc’h.

   Ar wiz coz a lavare, ’tremen ar Pont-Newez :
— Me ’c’h a da Beurit-ar-Roc’h, na da goll ma buhez !

   Ar wiz coz a lavare, pa zave war ar c’hra:
— Me ’c’h a da goll ma buhez, da di Iannet Cola.

   Ar wiz coz a lavare, pa zave war ar banc :
— Reit d’in eun tammic amzer, ma rin ma zestamant.

   Reit eun tam euz ma skéven d’am mestrès Yvona,
Ewit ma defo skiant, pa dô moc’h, d’ho c’hlenca ;

   Ewit ma defo skiant, eur wech all, pa dô moc’h,
Na da donet d’ho c’hlenca, eun tammic ’roc ann noz.