Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 86 -


   P’on ’nem laket da orlojer,
A rencan ober ma dever.

   — Insolant, eme Iann Domas.
E cafan comzes deuz eur plac’h.

   — Zerr da c’heno, eme ar c’hog,
Iann ’Domas, ha na ves ket zod...


____________



ZON AR C’HUENN
____


   ’N noz tremen, na gouskis takenn,
Kement oan draillet gant ar c’huenn :

   C’huenn du, c’huenn ru, c’huenn griz, c’huenn bail,
Kement c’hoanenn zo tout am draill !

   C’huenn ar merc’hed ’c’h ê ’r re wassan :
Me zo approu a gement-man.

   En de all ’c’h is zioul gant ma dorn
Hac a dapis eun a oa born.

   Ha me d’hi c’hass d’ar meudeusinn,
Oe hanvet d’in ar Filouinn,

   Hi lacâd d’ehan war ann dol ;
Hac hi o lampad en he gaol ;

   Ar wreg oc’h erruout en ti,
’C’h essa dispega anezhi.

   — Chouch ! emez-han, n’eus ket da douch,
Pe ôtramant collfet ho couch.

      Touche-mi, touche-main,
      Touche la bedain.