Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


AN DANVAD PENN-GORNIC
____


Me ’m oa eun davad penn-gornic ;
Pa oa ganin, oan pinvidic ;
   Oh ! ia pinvidic mad !
   Caon d’am davad !

     Caon d’am davad penn-gornic,
       Caon d’am davad !

Pa gassenn anezhi d’ar c’hoad,
E tagê tri bleiz ’n eur c’hrogad,
   Hac ho mamm, hac ho zad,
   Oh ! ia fad !

Pa gassenn ’n ezhi d’ar brugou,
E tigasse gouzill d’he c’hraou,
   Ia, dec carad,
   Ha re vad !

P’hi goroënn, deuz ar mintin,
Am bije tri leiz ar vassin,
   Ter vassinad,
   Ha re vad !

Pa hi goroënn, deuz ann noz,
Am bije amann, antro-noz,
   Ia, dec podad,
   Ha podadou mad !

Euz ar mintin pa staote,
Tric’houec’h milin a vâle,
   Ha c’hoas, mar vije,
   Ha mâla mad !

Gant ar gloan euz he daou goste,
Me a wiske ma bugale,
   Oh ! ia fad !
   Ho gwiske mad !

Gant eun tamm gloan a vec he lost,
Me roë eun habit d’ar provost,
   Oh ! ia fad !
   Eun habit vad !