Préparet ê ann oustillô
Da lâcad ar iar d’ar maro.
Ar iar, pa glewas he setans,
Zo êt e-mès, gant dilijans.
Allas ! a-bell na n’ê ket êt,
Er marchossi ê bet tapet.
Annaïc Huon, c’hui a pô
Mallos ann holl gigi ar vro,
Lacâd ann distruj war ar iêr
Lacâd ar viou da véza kér !
Mac’harit Scrignac.
Rosmapamon-Ferrost, 1886.
Me ’m oa bet eur bôles, ha n’am oa nemet hi ;
Et ê gant al louarn ! Brema n’am eus hini !
Et ê gant al louarn, diwar doullic ma dôr,
C’hoas am eus dienes rafe d’in disenor.
Me ’remerc Iann ar Ri ’hac ive Herodes,
Hac o choull digant-he : « n’ peuz ket gwelt ma foles? »
Ha me ’voutan ma fenn a-dreuz prennestr ar sâl,
O welet ma foles, en plass kêr o tansal.
Al louarn ’n he c’hichen, gant eur baner Flandrès,
A bér hac avalo ’régali ma foles.
Annette Tual,
Pempoul.