Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/78

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


   Me a raïo gant he deod
Eur falzic da droc’han ieot ;

   Me a raïo gant he gof
Eul louar da voeta moc’h ;

   Me raï gant he diou scouarn
Eur billic hac eur pot-houarn ;

   Me a raïo gant he lost
Scubelen da fouetta tost,


Pôlic ar C’halvez, Trévou.

______________



AR LOGODENN ER BOD
____


Ficha, ficha logodenn,
   Er bod, er bod,
Ficha, ficha logodenn
   Er voudenn !

War he c’hof ha war he c’heïnn
   Er bod, er bod,
War he c’hof ha war he c’heïnn
   Er bod dreïnn !

War he zreid ha war he fenn,
   Er bod, er bod,
War he zreid ha war he fenn,
   Er voudenn !

Ober a ra calz a dreïnn,
   Er bod, er bod ;
Ober a ra calz a dreïnn
   Er bod dreïnn !

Tapet a vô gant ar c’haz,
   Er bod, er bod,
Tapet a gant ar c’haz
   Er bod glaz !