Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/74

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


   Loudenn penn gwenn,
Du, du, dual,
O tont euz a goat Moial.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar c’hleïer o sono,
Ho rochedo o c’hoado,
Ho c’hlezeier torret,
Ho rochedo goadet.
Eiz eujenn ha million,
Oc’h arad war ann andon ;
Seiz de ha seiz loar,
Seiz tol-troad digant he c’hoar ;
Peder igolenn,
Ter gentifarinn (?)
Diou rodenn ar vilinn.
Cân, cân, cân, rân,
Ar gaera a daouzec rân
A gement oufenn breman.


Canet gant Herri Olier, en Kerdonnarz
Scaër, miz duf. 1868.



AR BICHIC
____


Me ’m oa bet eur bichic bihan, ha n’hen doa nemet tri miz ;
Hac hen cassas d’ann davarnic, hac é varvas gant langiz.

Ann nozvez ma oa bet marvet, a difrette tu ha tu ;
— « Souchet aze, bichic bihan, pe m’ho tôlo el ludu. »

Bichic bihan a zeplore, a c’houlle soulajamant :
— « Ma carjac’h ma béza maget, me ’m boa grêt eul lônic coant !

« Ouspenn ma oun coant ma hunan, me ’mije bet kijer gwenn,
« Na da chasseal ar rac’hed, ha da baca logodenn ! »


Canet gant Mari Louis Ar Gô.
Locmaria-Kemper.

______________