Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


   Yod ed-du
ha bac’hado an daou du,

   Yod minus kerc’h
Ha bac’hado war he lerc’h.

   Ar C’harvec coz o vont d’he leïnn,
Eur c’hoz tramaillo war he geïnn,

   Eur votes-coat euz toul he rêr,
D’ober d’ezhan hasta caër.

   Itron Varia Coatnévélé,
Crampoes gwiniz ha jufféré,

   Da viz mai, avalo glaz :
’N’hini oar a lâro c’hoaz.

   Tamtibidoujen, tamtibidei,
Ar C’harvec coz zo paotr anehi !


Canet gant Mari Feutren
Kerbors, 1888.



BIOC’HIC DOUE
____


   Bioc’hic Doue, tolt ho goad, [1]
Pe me ho tolo dreist ar c’hoad,
Da glasc ho mamm hac ho tad :
Maint duhont, costez ar bod,
Ho daouarn gant-ho en ho god,
Prest da vervel gant ann anoued ;
E-maint duhont, costez al lenn,
Ha gant-ho peb a walic wenn.

  1. Var : C’huilic Doue, tol da voad.