Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/68

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

— Mes me a dro,
Hac a zistro,
Ken am ô cât tri ;
Heman pe hennont deï ganin !


Mac’harit Fejer. — Plourio.

______________



MAOUT AR GO
____


Maout ar Gô ha maout ar Gall,
Oa ’n em dourtet en dé -all,

Hac a lare maout ar Gô :
« Maout ar Gall a-fad a scô ! »

Ha ma lare maout ar Gall :
« Maout ar Gô zo tourter fall ! »

Ar Braz. — Penvénan.

______________



C’HOARIEL
____


Dip ha dip, ha doup ha doup,
Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma c’hi o tibunin ;
Met gwiader na vanc d’in.