Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/66

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

Heman gignas,
Heman debras,
Heman ’r bizic bihan cam,
N’hen devoa bet tamm,
A oa èt d’ar gêr, da lâret d’he vamm.

______________



AN TRI VARC'H
____


Ho ! Ho ! marc’hic bihan gwenn,
Cass Pierric d’an oferenn !

Ho ! Ho ! marc’hic bihan griz,
Cass Pierric d’an ilis !

Ho ! Ho ! marc’hic bihan glaz,
Cass Pierric da wallas !

Fanchon Briant. — Plourio.

______________



AR IARIC
(ZON MOUCHIC-DALL)
____


Ar iaric, ar iaric,
Pe-lec’h e-man he zi ?
— ’N eur gampric, ’n eur gampric ;
Alc’houéet ê war-n-hi.