Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/58

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —


SONIC CAWEL
__


Couskit buhan, ma bugelic,
Ha me a gano d’eoc’h ;
Pa deuio d’ar gêr ho mammic,
E roio bronnic d’eoc’h.

Ho mamm a zo danserès,
Ho tad a zo mezvier ;
Ha me, ar vatès vihan,
A zo chomet er gêr.

C’hui zo mignonic d’in-me,
Me ’zo mignonic d’eoc’h,
C’hui roio menic d’in-me,
Me dorro pennic d’eoc’h.

______________



SONIC CAWEL
____



Toutouic la la, va mabic,
Euz da luskellad, mignonic ! [1]

Du vamm a zo ama, coantic
Euz da luskellad, mignonic.

Da vamm a zo aman, oanic,
Dide o canan he zonic.

  1. Fazi moulañ. Ret eo lenn :
    Toutouic la la, va mabic,
    Toutouic la la.
    (Notenn gant Wikimammenn).