Ruban zeï glaz, ru moug ha gwenn,
Mad da derc’hel ma bleo melenn.
— Eur lass canab gafan ’ve mad,
’Wit bourrew Naonet, eo da dad !
— Me bromet d’ann orolacher
’M ô he vuhe, kent mont deuz kér !
— ’N orolacher n’ ô drouc a-bed :
Gant tud ar ru am eus clewet ;
Gant tud ar ru am eus clewet :
Rac-se kit ’n ho bro, pa garfet.
Me ’zo eur c’hloaregic iaouanc,
A zo ma zi war vord ar stanc.
Drin, drin, ma mère,
De l’argent pour bouère !
A zo ma zi war vord ar ster,
Evel hinin eur c’hevijer.
Biscoaz n’ am eus laket ma foan
Da garet plac’h, nemert unan ;
Da garet eur plac’h triouac’h la ;
Nemet p’hi gwelan na ran joa.
N’allan na lenn na studia,
Gant kiri ’r merc’hed o nea ;
Ispisial Jannet ar Rouz,
Gant he daoulagad amourous ;
Na p’ ec’h on-me d’an offern-bred,
Me na lâran pater a-bed,