Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 314 —
Spillo bihan ha spillo braz...
Mar car Mari, a defo c’hoas.
Breman ’c’h eio Canel d’ar Roc’h,
Da lacad brallan ann daou gloc’h [1] ;
D’ho lacad zôn war ann ton braz..
Pa vo iac’h Mari, vo grêt c’hoaz.
Breman vo grêt cawel coat sab,
Vo ruskellet gant bec ann troad,
Vo ruskellet gant bec ann troad.;
Ozan crampoes ha ribottad ;
Ozan crampoes ha ribottad,
Mari Bonniec ’zo plac’h mad !...
Vô grêt cawel a goad Rouan,
Hac a ruskello hec’h-unan.
Ma ve poupon pe bouponès,
Vô mamm Mari ar vêronès ;
Ma ve pouponès pe boupon,
Vô Roll Vorvan vô ar pêron.
Prenet davanjer ru ledan,
Da c’holo ar Morvan hihan !
Viçant Lamidon. Pédernec 1887.
____________
- ↑ Var : Ganthan eur c’houblad crampous tomm,
Da laket cana « Te Deum ».