Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/364

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 308 —


   Pa ’c’h a ’ar sul ’d’ann offern-bred,
Gant ann noblanz ’ve saludet ;
Saludet ’ve gant ann noblanz,
’Vel pa ve mab ar roue Franz.

   — Ma ! kerz gant han ’ta, pa gari,
Ma malloz as bô, pa hec’h i.
Malloz hi mamm hi a deus bet,
Ha d’he malheur eo bet kiriec.

   Pa oant dimêt hac eureujet,
Gant gwall vuhe na bâdent ket ;
Gant gwall vuhe na bâdent ket,
Ar mestr tailler ’zo partiet.

   Mari Javré a lavare,
En presbitor Camlès pa arrue :
— Na debonjour ha joa, ma eontr,
Me am eus bet eur gwall respont ;

   Malloz ma mamm me am eus bet,
Ha d’am malheur ez eo kiriec.
Person Camlès hen eus lâret
Da Vari Javré, p’hen eus clevet :

   — Tawet, Mari, na ouelet ket,
Malloz eur vamm n’ê mann a-bed ;
Malloz eur vamm na ê netra,
Malloz eun tad a zo eun dra.

   Mari Javré, mar am zentet,
Aman ganen-me a chomfet ;
Me glasco d’ho pugel magerès,
Braoa groeg iaouanc ’zo en Camlès.

   — Bet drouc gant an-neb a garo,
Warlerc’h ma fried me ’ielo,
Ha na scuizin ket o kerzed,
Ken am bô cavet ma fried.

   Kenta ma deus cât anezhan,
Ez oa ’n eur sall hoc’h ebattan ;
Ez oa ’n eur sall hoc’h ebattan,
Peder dimezell ’oa gant-han.

   — Demad ha joa d’heoc’h, ma fried.
Pell-braz n’am boa-me ho cuelet,
— Sell, emezhan, ’r pez iffrontet,
Oc’h ober ouzin he fried !