Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 306 —


   — Lacaït ar bir euz ann tan,
D’avan d’ar benherès he c’hoan ; (bis)

   D’avan d’ar benherès he c’hoan,
A dri sort kig, el-lec’h unan..(bis)
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


______________



MARI JAVRÉ
____


   Mari Javre, ar benherès,
’Zo eur plac’h vad caqueterès ;
Da gaquetal, da ober goap.
Marie Javre zo beget mad.

   Mari ar Moal a c’houlenne
Na euz he merc’h Mari Javré :
— Ma merc’h, Mari d’in-me lâret
Pe c’hui am c’har pe na ret ket ?

   — Oh, eo, ma mamm, ho carout ’ran,
Evel ar galon a dougan ;
Na ê ket me ann ingratan,
Rac estrevidoc’h a garan.

   — Oh ! ia, ma merc’h, carout a ret
Ann hini na garan-me ket ;
C’hui a gar eun tailler iaonanc,
Henès n’ê tamm d’am santimant;

   Henès n’ê tamm d’am santimant,
Met comerret Ervoan Jorand ;
Evit den brao hen na ê ket,
Met mado gant-hen vô cavet.

   — Bet drouc gant anneb a garo,
Ar mestr tailler me am bezo,
Bez’ eo den brao ha dilicat,
Hac eur mestr tailler ann dillad.