Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 294 -


   Na Lafleuri comerret han,
Ha pemp cant scoed ho pô gant-han,
Ya, pemp cant scoed, en arc’hant gwenn,
Ha kement-all en aour melenn.

   Hac ann aotro a lavare
D’he vevel Lafleur, eun dez oe :
— Comer ’r benherès da bried,
Ha me roio did pemp cant scoed.

   — Gwell’ eo ganen cuitad ma bro,
’Get eureuji serc’h ann aotro,
Ha mar rinkan cuitad ma bro,
Me rei d’ar plom ma valeo ;

   Me rei d’ar plom ma valeo
En-dro da justaucor ann aotro.
P’am he toullet ma barriquenn,
’Vidon ma-hunan hi virjenn...


Canet gant Mac’harit Fulup.
en Plouaret. — 1868.


______________



RENÉ LAMBAL
(KENTA GWEZ)
____


   Rene Lambal a lavaré,
O clask he gezec, eur zul beure,
      Irei tra la, tra la la la !

   — Ma dousic coant, d’in-me lâret,
N’oc’h eus ket gwelet ma c’hezec ?
      Irei tra la, tra la la la !

   — C’hui na oc’h ket o kezeca,
C’hui ’zo en hent o verc’heta.