Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 292 —


PENHERÈS SALIO
(EIL GWEZ)
____


I


   Ar benherezic Salio,
Brava penherès ’zo er vro,
Hac a sonje d’he mamm, he zad,
Ez oa ’n he guele, cousket mad ;

   Hac e d-eûs treuzet ter rivier,
Evit monet da Draonmaner,
Da c’hoari ’nn dinso, ar c’harto,
Da divertissan ann aotro.

   Pa oant scuiz gant ar c’hoari-ze,
Hec’h ejont ho daou ’n eur guele ;
Hec’h ejont ho daou ’n eur guele [1],
Ober eur mab, caer ’vel ann de.


II


   Ar benherès a hirvoude,
Na gave den hi c’honsolje ;
Na gave den hi c’honsolje,
Met Traonmaner, henès a re :

   — Tawet, penherès, n’oelet ket,
Me hoc’h eureujo, pa garfet ;
M’oc’h eureujo da Lafleuri,
Coanta mevel a zo em zi.

  1. Var : — Hec’h ejont ho daou ’n eur guele
    Da formi eun ine da Doue ;

       Da formi eun ine da Doue,
    Pe eur c’havalier d’ar Roue.